Hon servijoù

Gweladennoù klasadoù

Gallout a ra ar c’hlasadoù gweladenniñ al levraoueg pe ober traoù all liammet gant hor foñsad e brezhoneg.

Rimadelloù ha rimoù

Teul dihegerz Teul hegerz
Ouzhpennañ war ur roll

Gallout a ra an holl dud amprestañ dielloù

Abaoe miz ebrel 2014 e c’hall an dud amprestañ dielloù e brezhoneg e skourr Kawan war-eeun ha digoust.


Amprestañ dielloù e brezhoneg

Pephini a c’hall amprestañ 10 levr, 5 CD, 2 DVD, 1 c’hoari ha 5 kelaouenn e-pad 4 sizhunvezh.

Levrioù, Cdoù, DVDoù :
Prenet e vez ingal ar pezh a zeu er-maez e brezhoneg.
Muioc’h evit 4000 diell
Kelaouennoù e brezhoneg :
Koumanantet eo al levraoueg d’ar c’helaouennoù e brezhoneg pe en div yezh.


Sellout ouzh an dielloù war al lec’h (an holl dud a vez degemeret ha digoust)

Foñsad an dielloù kozh:kelaouennoù ha levrioù kozh fiziet pe roet gant an dud pe gant kevredigezhioù zo. (Gwelloc’h eo goulenn un emgav).
Pourvezioù enlinenn:dielloù Dastum da selaou war al lec’h.

Kuzulioù evit prenañ dielloù e brezhoneg, pellgomzit da Visant Dubois 02 96 49 12 06 pe kasit ur postel