Gallout a ra an holl dud amprestañ dielloù
Abaoe miz ebrel 2014 e c’hall an dud amprestañ dielloù e brezhoneg e skourr Kawan war-eeun ha digoust.
Amprestañ dielloù e brezhoneg
Pephini a c’hall amprestañ 10 levr, 5 CD, 2 DVD, 1 c’hoari ha 5 kelaouenn e-pad 4 sizhunvezh.
Levrioù, Cdoù, DVDoù :
Prenet e vez ingal ar pezh a zeu er-maez e brezhoneg.
Muioc’h evit 4000 diell
Kelaouennoù e brezhoneg :
Koumanantet eo al levraoueg d’ar c’helaouennoù e brezhoneg pe en div yezh.
Sellout ouzh an dielloù war al lec’h (an holl dud a vez degemeret ha digoust)
Foñsad an dielloù kozh:kelaouennoù ha levrioù kozh fiziet pe roet gant an dud pe gant kevredigezhioù zo. (Gwelloc’h eo goulenn un emgav).
Pourvezioù enlinenn:dielloù Dastum da selaou war al lec’h.