Digor d’an holl eo skourr Levraoueg an Departamant e Kawan ha gouestlet eo penn-da-benn d’ar brezhoneg. Staliet eo en eil estaj presbital kozh Kawan (war-dro 130 m2), ul lec’h anavezet bremañ evel Ti ar Vro Treger-Goueloù.
Div lodenn zo er framm-se: ur foñsad dielloù boutin e brezhoneg hag ur foñsad dielloù kozh e brezhoneg ivez.
Digor eo d’an holl ha digoust eo an amprestoù. An holl servijoù zo kinniget da levraouegoù ar rouedad, d’ar skolioù ha d’ar c’hevredigezhioù. An dielloù e brezhoneg a c’hall bezañ amprestet gant al levraouegoù kêr ha prestet goude d’o lennerien.
Digor d'an holl
d’ar meurzh 1e30-6e00
d’ar merc’her 1e30-6e00
d’ar yaou 10e00-12e00/ 1e30-6e00
d’ar sadorn 10e00-12e00