Palioù Levraoueg Hollvrezhonek Kawan eo prestañ dielloù (lennegezh, sonerezh, filmoù) da levraouegoù all an departamant, kuzuliañ ha stummañ al levraouegourien all, mirout ha diskouez an dielloù kozh e brezhoneg.
Servijoù kinniget da levraouegoù ar rouedad :
- Prestañ dielloù e brezhoneg (levrioù, Cdoù, DVDoù).
- Stummadurioù a-hed ar bloaz:an embannadurioù, ar varzhoniezh, buheziñ ur foñsad dielloù e brezhoneg…
- Kuzulioù evit prenañ dielloù e brezhoneg.
- Dibab dielloù hervez an temoù goulennet:barzhoniezh, c’hoariva, liorzhañ, levrioù Nedeleg…
- Abadennoù e skolioù divyezhek pe Diwan ho parrouz : lenn albomoù, kontadennoù, kinnigoù liammet gant ho programmadur.
- Gweladennoù al Levraoueg evit an dud a-vicher pe a-youl vat a labour evit ar rouedad, e galleg pe e brezhoneg.
- Degemer an holl dud digoust.
- Prenañ ingal an holl nevezentioù e brezhoneg, muioc’h evit 4000 diell zo el Levraoueg.
- Kelaouennoù e brezhoneg:koumanantoù da ditloù divyezhek pe e brezhoneg.
Sellout ouzh an dielloù war al lec’h :
- Foñsad an dielloù kozh:kelaouennoù ha levrioù kozh fiziet pe roet gant an dud pe gant kevredigezhioù zo. (Gwelloc’h eo goulenn un emgav).
- Pourvezioù enlinenn:dielloù Dastum da selaou war al lec’h.
Darvoudoù reoliek :
- Gant Levraoueg Hollvrezhonek Kawan (BCA22), Dastum ha Ti ar Vro Treger-Goueloù e vez aozet bep miz kaozeadennoù pe prezegennoù, e galleg pe e brezhoneg tro-dro da sevenadur ar vro. Bodadoù Lenn digor d’an holl a vez ivez, e brezhoneg.
- Kemer perzh en abadenn « Nevez Amzer ar Varzhed » bep bloaz.
- Bodad Lenn miziek e brezhoneg, digor d'an holl.
Skourr Kawan, un nebeud sifroù :
Ar foñsad : muioc’h evit 4000 diell digor d’an holl e brezhoneg pe en div yezh :
- 4000 diell moulet
- 500 diell da selaou
- 150 DVD
- 15 koumanant da gelaouennoù divyezhek pe e brezhoneg
- Foñsad an dielloù kozh:war al lec’h nemetken :
- 160 titl kelaouennoù
- Levrioù kozh
- Dielloù Dastum da selaou enlinenn